Araog an abadenn: un « emgav » gant Perynn eus strollad Lirik

 

Ur bloaz ‘zo e oa deuet Perynn da ganañ gant he strollad jazz, ar bloaz mañ e teu en dro, met ar wech mañ e teu gant he strollad Lirik da ganañ sonerezh klasel. 

Dre strobinel an interet hon eus eskemmet diwar benn Lirik, ar sonerezh, ha petra a levezon ar ganerez yaouank.

Il y a un an, Perynn était déjà venue à Brendaouez pour chanter avec son groupe de Jazz. Cette année elle reviens avec son autre projet, Lirik, pour nous chanter des airs de musique classique.

Avant le concert, nous avons échangé avec elle par la magie d'internet. Nous avons parlé de Lirik, de musique et de ce qui inspire cette jeune chanteuse.

 
Perynn-6.jpg
2017_Poster_Lirik_v04.jpg
 

Enora: Petra eo ar mennoz a dreñv Lirik?

Perynn: Ar pal eo kanañ tonioù eus ar sonerezh klasel, met en un doare simpl hag a vremañ. Alies e soñj d'an dud ez eo ar c'han lirik ur sonerezh evit divskouarn a live uhel, met n'eo ket. Setu ar pezh a glaskomp reiñ da glevet.

Enora: Penaos e teu kanerezed yaouank eveldoc'h da vezañ dedennet gant ar c’han lirik?

Perynn: Dre zegouez ! E penn kentañ eo kroget peogwir em eus bet c'hoant da zeskiñ kanañ. Gouzout a raen kanañ traoù 'zo dija, met santout a raen e vanke din teknikoù evit kanañ kreñvoc'h pe uheloc'h, ha dreist-holl chom hep skuizhañ va mouezh. E bro Saoz e oan o chom d'ar poent-se, ha kavet em eus ur gelennerez a feson. Hi a oa kanerez lirik, hag o klevet anezhi o kanañ on kroget da vezañ dedennet. C'hoant em boa kaout ur vouezh ken galloudus. Kavout a raen e oa ur sapre challenge !

Enora: Lavar deomp un tammig muioc'h diwar benn izili all ar strollad.

Perynn: Ni zo holl bet o kanañ e Allah's Kanañ araok kanañ asambles e Lirik. Sikouret en deus ac'hanomp da ganañ just, asambles, hag o selaou mat ar re all. Ur stummadur dispar eo bet evit ar c'han a capella. Met plijet omp gant stiloù sonerezh ha kan disheñvel. Me a gan jazz, Anna Duval-Guennog a zo troet war zu ar sonerezhioù undergound ha Gwenn a zo plijet gant kanerezed a vremañ... Pep hini en deus he bed dezhi !

Enora: Ar bloaz paseet out deuet da v/Brendaouez da ganañ jazz, ar bloaz man e teuez en-dro da ganan kanoù lirik, peseurt doare sonerezh a zo da levezon brasañ?

Perynn: Techet on da selaou eus ar pezh a dremen bremañ er radio met 'bez 'zo un nebeut arzourien a zo bet a-bouezh kenañ evidon : ar Beatles, Amy Winehouse. Awenet on ivez gant Beyonce hag he doare da vezañ war al leurenn. :D

Enora: Brav eo gwelet un doare nevez da vevañ e brezhoneg, un doare digor hag levezonet gant pep seurt sonerezh. Met perag? Ne blij ket dit ar bagadoù hag ar sonerezh keltieg? ;)

Perynn: Pa lavaran d'an dud e kanan e brezhoneg e soñj alies d'an dud e ran sonerezh hengounel, padal ne ran ket tamm ebet. Ne c'hellan ket lavaret on gwall tomm ouzh ar sonerezh hengounel, daoust ma vezan bammet alies dirak sonerien 'zo e Breizh. Selaou a ran dreist holl traoù e saozneg. Diaes eo din kompren perak e plij din muioc'h ar pop eget an tonioù kan-ha-diskan !

Enora: Daoust hag ez eus ur "feeling" ispisial e chapel Brendaouez a lak ac'hanout da zistreiñ bep bloaz :) ?

Perynn: Plijet on gant ar fed e vez degemeret a bep seurt arzourien e Brendaouez, sympa eo ar spered ! An akoustik a zo mat-tre ivez. Ret eo e vije ur c'hempouez etre re a zason ha re nebeut. Brendaouez a zo dreist evit-se. Ha dreist-holl, kavout a ran sympa tre an aozerien :D

Enora: Trugarez dit Perynn! Ken Disul :)

Setu tudoù! Ma p'eus c'hoant klevet sonerez klasel, e brezhoneg hag e yezhoù all, kanet en un doare diboultrenn: deuit da v/Brendaouez disul a zeu adalek c'hwec'h eur!

 

Enora: Quelle est l'idée de Lirik?

Perynn: L'idée c'est de chanter des airs de musique classique, mais de façon simple et contemporaine. Souvent les gens pensent que le chant lirique c'est pour des oreilles éduquées, mais ça ne l'est pas. C'est ce que l'on veut faire entendre.

Enora: Comment, des jeunes chanteuses comme vous, commencent-elles a s'interesser au chant lirique?

Perynn: Par hasard! Au début c'était parce que je voulais apprendre à chanter. Je savais chanter quelques choses, mais il me manquait de la technique pour chanter plus fort ou plus haut, et surtout pour ne pas abîmer ma voix. J'habitait en Angleterre à l'époque et j'avais trouvé une prof super. Elle était chanteuse lirique, et en l'entendant cela m'a donné envie. J'avais envie d'arriver a avoir une voix aussi puissante. Je trouvais que c'était un super chalenge!

Enora: Parles nous un peu du reste du groupe.

Perynn: On a tous chanté dans Allah's Kanañ ensemble avant de chanter dans Lirik. Cela nous a appris a chanter juste, ensemble, et a écouter les autres. C'était une très bonne formation pour le chant a capella. Mais nous aimons toutes des styles de musique différents: moi je chante le jazz, Anna Duval-Guennog est plutôt musiques "underground" et Gwenn préfère les chanteuses contemporaines. Chacune à son monde à elle!

Enora: L'année dernière tu es venue a Brendaouez pour chanter du jazz, cette année tu reviens avec du chant lirique... Quelle genre de musique est ta plus grande influence?

Perynn: J'ai tendance a écouter ce qui passe à la radio, mais il y a quelques musiciens importants pour moi: Les Beatles, Amy Winehouse... Je suis aussi très influencée par la présence scénique de Beyoncé :D

Enora: C'est super de voir cette manière de vivre en breton, ouverte et influencée par toutes sortes de musiques. Mais pourquoi? Ça te plaît pas les bagads, la musique celtique, ...? ;)

Perynn: Quand je dis aux gens que je chante en breton ils pensent souvent que je chante de la musique traditionnelle, mais pas du tout. Je peux pas dire que je sois très attirée par la musique traditionnelle, malgrès le fait que je sois souvent très impressionée par certains musiciens bretons. J'écoute plus de choses en anglais. C'est difficile pour moi de donner une raison pour laquelle je préfère la pop au kan-ha-diskan!

Enora: Y a-t-il un "feeling" particulier dans la chapelle de Brendaouez qui te fait revenir?

Perynn: J'aime le fait que toutes sortes de musiques soient programmées a Brendaouez, l'esprit est sympa! L'acoustique est aussi tr`es bonne. Il faut qu'il y ait un equilibre entre trop d'écho et trop peu. Brendaouez est super pour ça. Et puis surtout, l'équipe d'organisation est très sympa :D

Enora: Merci Perynn! À Dimanche :)

Et voilà! Si ça vous a donné envie d'entendre de la musique classique, en breton et d'autres langues, chantée sans poussière: venez nombreux a Brendaouez ce dimanche a partir de 18h.

 

ConcertsEnora Thepaut